Alan Stivell "E-tal ar groaz" paroles

Traduction vers:en

E-tal ar groaz

E-tal ar groazDirak ar C'hrist maen en noazh,Seizh arched saprennZo tremenet er wenodenn.

Seizh arched saprennBleniet gant an Ankou didruez,Seizh arched saprenn nevezO deus kuitaet ar gêriadenn-mañ,Dindan barradoù sklas ar goañv,'Vit bered ar barrez.

Seizh maouez kozh, kabac'h ha dizant,Er goañv-mañ a zo maro,Ha torret eo bremañ ganto,E seizh ti-plouz a Gêrnevez,Ar walenn aour, gwalenn ar yezh,Ar walenn aour a unaneKalonoù nevezAr vugaleOuzh Kalonoù ar re gozh.

Torret eo ar walenn aour,Torret eo ar walenn,Ar chadenn vurzhudusA eree an amzer-vremañOuzh pellderAn amzer dremenet.

Seizh maouez kozh a zo maro,Seizh maouez a vire, ganto,Soublet war flammoù uhel an oaled,Spered,Kened,Ha yezh an Tadoù.

Seizh arched prenn,Dirak ar C'hrist maen,Ha ganto eo aet da heskEienenn freskAwenAr ouenn.

E Kêrnevez,War c'hlannoù glas al lenn,A-hed ar bodoù kelvez,Ne vo mui klevet bremañNemetYezhAn Estren.

Evel-hen e kane Jakou Kerloaz,Dirak ar C'hrist maen en noazh,E-tal ar groaz.

Ici on peut trouver les paroles de la chanson E-tal ar groaz de Alan Stivell. Ou les paroles du poème E-tal ar groaz. Alan Stivell E-tal ar groaz texte.