Marv Ma Mestrez
Me am eus ur feuntennE-barzh kornig ma jardin.Ennan e vin kavet,Deus an noz hag an mintinEnnan e vin kavetAtristet gant ar glac'har,Sonjal e ma mestrezA zo aet d'an douar
Maro eo ma mestrezMaro eo holl ma fiansMaro ma flijadur,Ha tout ma holl esperans.Biken, 'mije sonjet,Nag ar maro a deujeDa lemmel diganinMa dous ma c'harantez.
Deus poaniou ar bed man,Fusulhiou ha konteliou,Hastet, mar plije ganeoc'hDisoc'het din ma buhez'vid maz in d'ar bed all,Warlec'h ma c'harantez
C'hoarvez a ra ganinEvel gant ur vatimantDa navigi war ar mor,Graet gantan e beajErruet e porzh ar joa,Ma doucha d'ar gernE tello perisa.