Bro gozh ma zadoù (Hymne national breton)
Ni, Breizhiz a galon, karomp hon gwir Vro!Brudet eo an Arvor dre ar bed tro-dro.Dispont kreiz ar brezel, hon tadoù ken mat,A skuilhas eviti o gwad.
O Breizh, ma Bro, me 'gar ma Bro.Tra ma vo mor 'vel mur 'n he zro.Ra vezo digabestr ma Bro!
Ar Vretoned 'zo tud kalet ha kreñv ;N'eus pobl ken kalonek a zindan an neñv,Gwerz trist, son dudius a ziwan eno,O ! pegen kaer ec'h out, ma Bro!
O Breizh, ma Bro, me 'gar ma Bro.Tra ma vo mor 'vel mur 'n he zro.Ra vezo digabestr ma Bro!
Breizh, douar ar Sent kozh, douar ar Varzhed,N'eus bro all a garan kement 'barzh ar bed,Pep menez, pep traonienn, d'am c'halon zo kaer,Enne kousk meur a Vreizhad taer!
O Breizh, ma Bro, me 'gar ma Bro.Tra ma vo mor 'vel mur 'n he zro.Ra vezo digabestr ma Bro!
Mard eo bet trec'het Breizh er brezelioù brasHe yezh a zo bepred ken bev ha biskoazhHe c'halon birvidik a lamm c'hoazh' n he c'hreizDihunet out bremãn, ma Breizh
O Breizh, ma Bro, me 'gar ma Bro.Tra ma vo mor 'vel mur 'n he zro.Ra vezo digabestr ma Bro!