Ar Wezenn Awalou
Kanomp peb ur ganaouenn broman war un ton tristKoue'et eo ar we'enn awaloù er bla-man n'o ket jistr
Un noswezh glaw hag awel e-kreis mis GwengoloEo digouezhet ur gwalleur war ar we'enn awaloù
Ur gwalleur'so digouezhet, o ya, war mamm ar jistrGou't a rit 'ta roulerien an dra-se a so trist
Kris ha kaled eo klewoud kontañ deus ar gwalleurSo digouhezhet an deiz all en tu da draoù al leur
Houmaéñ oa ar c'haerrañ gwe'enn e oa bet'barzh ar vroEn doa laket alies kals a dud da gano
Da gano ha da zansal peb hini gis e vroMe eo paotr Yann ar soner en eus bet graet va lod
Bet on bet pell diouzh ar gêr, bale dre av vroioùNetra m'eus kawet gwelloc'h 'wid an donc awaloù