E Parrez Langonned
Kenavo ma zad, ma mammKenavo mignonedKenavo deoc'h tud yaouankEus parrez Langonned
Ne oa ket roet din ar choazDav oa din partielKaset oan war ar mor brasKuitaet ma Breizh-Izel
Me oa-me gwall glac'haret'Vont d'ober ma servijLesket 'moa e LangonnedFleurenn ma yaouankiz
Lesket 'moa e ti he mammMa mestrezig karetKaset oan d'an OriantHa du-se oan gwisket
Berv e oa ma daoulagadAn ael oa uhelBarzh an neñv e oa steredDaole din sklerijenn
Ma vijen bet e skolioù'M bije skrivet ul lizher'Vit kontañ ma holl boanioùHa ma brasañ mizer
Fin oa bet ar beajoùErru oan me amzerDigoue'et oan en-dro er vroEchu oa ma c'hoñje
An eostig save d'al leinHa gane melodiKavet din ma Breizh-IzelErru oan 'barzh ma zi
Kentañ hin' am boa kavetOa 'vatezhig vihanHa ganti 'm boa goulennetE-menn 'mañ 'r plac'h yaouank
'Mañ-hi du-se 'barzh ar sal vrasE-touez ar yaouankizSonerien ouzh he gortoz'Vit monet d'an iliz
En ur glevet kement-allMe oa chomet souezhet'C'haloupat da benn kêr allDu-se em boa gwelet
Klevet 'peus, kamaradedSetu aze 'n avisMa fell deoc'h bezañ touelletKit d'ober ho servij
Ha bezet gourc'hemennetC'hwi holl merc'hed yaouank'Mañ doganet ar baotred'Vont da servij Bro-Frañs