Ar Soudarded Zo Gwisket e Ruz
Ar soudarded zo gwisket e ruzO lin de lin da lan de lin da la laAr soudarded zo gwisket e ruzAr veleien zo gwisket e du
Gwellañ soudard a oe en armeO lin de lin da lan de lin da la laGwellañ soudard a oe en armeOe ur zoudard Ar Fur e añv
Eñ a lare d'e gamaradedO lin de lin da lan de lin da la laEñ a lare d'e gamaraded"Ne gredan ket e varvin ervat.
Med pa varvin-me kreiz ar BrezelO lin de lin da lan de lin da la laMed pa varvin-me kreiz ar BrezelInterit me e douar santel.
Pa varvin-me e ti ma zadO lin de lin da lan de lin da la laPa varvin-me e ti ma zadInterit me e vourk Brizak
E vourk Brizak kreiz ar veredO lin de lin da lan de lin da la laE vourk Brizak kreiz ar veredUr sapr-groaz du-hont 'm-eus plantet.
Ur wezenn-groaz am-eus plantetO lin de lin da lan de lin da la laUr wezenn-groaz am-eus plantetJamez delienn he-deus manket."
Med ar bloaz-man eñ zo kouezhet,O lin de lin da lan de lin da la laMed ar bloaz-man eñ zo kouezhet,Soudard Ar Fur a zo marvet
Komans e rae 'n douar da gleuzañO lin de lin da lan de lin da la laKomans e rae 'n douar da gleuzañGant ar Vretoned o ouelañ
Ar soudarded zo gwisket e ruzO lin de lin da lan de lin da la laAr soudarded zo gwisket e ruzAr veleien zo gwisket e du.
Ar soudarded zo gwisket e ruzO lin de lin da lan de lin da la laAr soudarded zo gwisket e ruzAr veleien zo gwisket e du.