Nolwenn Leroy "Bro gozh ma zadoù" Слова песни

Перевод на:enesfrpt

Bro gozh ma zadoù

Ni, Breizhiz a galon, karomp hon gwir Vro !Brudet eo an Arvor dre ar bed tro-dro.Dispont kreiz ar brezel, hon tadoù ken mat,A skuilhas eviti o gwad.

O Breizh, ma Bro, me 'gar ma Bro.Tra ma vo mor 'vel mur 'n he zro.Ra vezo digabestr ma Bro !

Breizh, douar ar Sent kozh, douar ar Varzhed,N'eus bro all a garan kement 'barzh ar bed,Pep menez, pep traonienn, d'am c'halon zo kaer,Enne kousk meur a Vreizhad taer !

O Breizh, ma Bro, me 'gar ma Bro.Tra ma vo mor 'vel mur 'n he zro.Ra vezo digabestr ma Bro !

Ar Vretoned 'zo tud kalet ha kreñv ;N'eus pobl ken kalonek a zindan an neñv,Gwerz trist, son dudius a ziwan eno,O ! pegen kaer ec'h out, ma Bro !

O Breizh, ma Bro, me 'gar ma Bro.Tra ma vo mor 'vel mur 'n he zro.Ra vezo digabestr ma Bro !Ra vezo digabestr ma Bro !Ra vezo digabestr ma Bro !

Здесь можно найти слова песни Bro gozh ma zadoù Nolwenn Leroy. Или текст стиха Bro gozh ma zadoù. Nolwenn Leroy Bro gozh ma zadoù текст. Также может быть известно под названием Bro gozh ma zadou (Nolwenn Leroy) текст.